Klik staon
From Wikipedia, the free encyclopedia
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar c'hlik kevig-staon pe peurliesañ staon treuzskrivet [ǂ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 179. Betek 1989 e veze skrivet [ʞ].
Muioc'h a ditouroù Selaou ...
Serriñ
Ur familh klikoù eo ar c'hlikoù dent implijet evel fonemoù en un nebeud familhoù yezh komzet en Afrika. Kavet e vez stank klikoù kevig a-gostez er yezhoù koiek-sanek dreist-holl.
Kendistaget e e vez ar c'hlik-mañ atav evel-hen, da skouer:
- [k͡ǂ] pe [ǂ͡k]: klik drekstaon-(kevig)-staon divouezh (gallout a ra bezañ c'hwezhet, dre strakal, dre fic'hal, h.a.)
- [ɡ͡ǂ] pe [ǂ͡ɡ]: klik drekstaon-(kevig)-staon mouezhiet (gallout a ra bezañ c'hwezhet, sourrus, dre fic'hal, h.a.)
- [ŋ͡ǂ] pe [ǂ͡ŋ]: klik drekstaon-(kevig)-staon dre fri (gallout a ra bezañ c'hwezhet, divouezhiet, h.a.)
- [q͡ǂ] pe [ǂ͡q]: klik huged-(kevig)-staon divouezh
- [ɢ͡ǂ] pe [ǂ͡ɢ]: klik huged-(kevig)-staon mouezhiet (alies rakfriet)
- [ɴ͡ǂ] pe [ǂ͡ɴ]: klik huged-(kevig)-staon dre fri