Kontelezh Dún Laoghaire-Ráth an Dúin
From Wikipedia, the free encyclopedia
Dún Laoghaire–Rathdown (Dún Laoghaire–Ráth an Dúin[1]) zo ur gontelezh eus Iwerzhon. Emañ ar gontelezh e proviñs Laighin hag e Rannvro ar reter hag ar c'hreiz. Unan eus an teir c'hontelezh o deus kemeret lec'h kontelezh Dulenn an hini eo, abaoe 1994. Dougen a ra anvioù bourc'h Dún Laoghaire ha baroniezh Rathdown. Kuzul kontelezh Dún Laoghaire–Rathdown eo a ver ar gontelezh. Niver an annezidi a sav da 217 274 (2016).