Listenn departamantoù gall Italia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Goude an Dispac'h Gall e 1789 ha krouidigezh an departamantoù er Rouantelezh C'hall e 1790 ez eas armeoù ar Republik C'hall da aloubiñ broioù all ; departamantoù nevez a voe krouet ganto en Izelvroioù, ha war-lerc'h gant Napoleon Bonaparte e Spagn, en Alamagn, en Italia, e Suis hag e Gres.
Goude krouidigezh departamantoù
- an Alpes-Maritimes e 1792 diwar-goust kontelezh Nisa,
- ar Mont-Blanc e 1798 gant douaroù dugelezh Savoia, diwar-goust Rouantelezh Sardigna,
e voe krouet 14 departamant gall all etre 1802 ha 1809, dre ma veze staget douaroù nevez eus Italia ouzh an Impalaeriezh c'hall kentañ. Setu int: