Livioù panslav
From Wikipedia, the free encyclopedia
Al livioù panslav (pe livioù hollslav) eo ar glaz, ar gwenn hag ar ruz. Degemeret e voent e-kerzh Kendalc'h Panslav Praha e 1848. Diazezet int war Banniel Rusia a zo gwenn, glas, ruz (hemañ diazezet er penn kentañ war hini an Izelvroioù). Adkavet e vez al livioù-se war un darn vat eus bannieloù ar stadoù slav, dreist-holl ar re savet e dibenn an XIXvet kantved hag en XXvet kantved.