Lorenzo Fernández
From Wikipedia, the free encyclopedia
Lorenzo Fernández (lesanvet El Patrón pe Gallego), bet ganet d'an 20 a viz Mae 1900 e Redondela (Proviñs Pontevedra, Spagn) hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Du 1973 e Montevideo (Uruguay), a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (difenner e bost dezhañ war an dachenn). Mont a reas da c'hourdoner Peñarol (1941-1942) ha Liverpool Fútbol Club (1950), war-lerc'h e amzer c'hoarier.
Chomet e oa da c'hoari, a-hed e vicher, e kleuboù en Uruguay :
- 1915-1917 : Capurro Montevideo,
- 1918 : River Plate Football Club (Montevideo),
- 1919-1922 : Capurro,
- 1923 : Montevideo Wanderers,
- 1924-1928 : Capurro,
- 1928-1935 : Peñarol Montevideo, aet da gampion e 1928, 1929, 1932 ha 1935.
Ur wech ha tregont en devoa douget krez La Celeste[1] etre 1925 ha 1935, ha merket pevar fal.