María Teresa Vera
From Wikipedia, the free encyclopedia
María Teresa Vera (Guanajuay, Cuba, 6 a viz C'hwevrer 1895-La Habana, 17 a viz Kerzu 1965) a oa kanerez, gitarourez, ha sonaozourez eus Cuba. Ur skouer eus gwellañ kanerien an trova kuban[1].
En 1911 e krogas da ganañ war al leurennoù en ur c'hoariva ma kanas ar ganaouenn criolla Mercedes, savet gant Manuel Corona. Hennezh a alias anezhi da zeskiñ seniñ gitar. José Díaz, ruilher segalennoù, a voe he c'hentañ kelenner. Gant Manuel Corona e teskas doareoù disheñvel ar c'hentañ hag an eil gitar, kentelioù hag a voe talvoudus-bras dezhi.
Kanañ a reas neuze gant Rafael Zequeira hag entre 1914 (pe 1916?) ha 1924, pa vanas Rafael klañv ha pa varvas. Enrollet e oa bet ganto e New York ouzhpenn 200 kanaouenn hag a reas berzh bras, evel "A llorar a Papá Montero". Met kollet eo an darn vrasañ.
Anaoudegezh a reas gant Carlos Godinez, ur sonaozour, a zeskas dezhi hiroc'h diwar-benn ar seniñ gitar. Kanañ a reas gantañ el laz Grupo Típico. Carlos Godínez a chomas kamarad bras dezhi betek e varv e 1950.
Anaoudegezh a reas ivez gant Ignacio Piñeiro hag e 1925 (pe 26?) e savas ar Sexteto Occidente gantañ, ur c'hwec'had e doare Cuba an amzer.