Maria Bethânia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Maria Bethânia Viana Teles Veloso, pe Maria Bethânia, zo ur ganerez vrazilian, ganet d'an 18 a viz Mezheven 1946 e Santo Amaro da Purificação e Bahia, e Brazil. C'hoar eo d'ar c'haner Caetano Veloso.
- Ur pennad Mari Betania zo ivez.
Ouzhpenn bezañ ur ganerez a dalvoudegezh, unan eus ar re bouezusañ en istor ar vro, eo an eil kanerez evit ar gwerzhañ pladennoù en he bro. Lesanvet eo bet Abelha-rainha (gwenanenn-rouanez) abalamour da werzenn gentañ ar ganaouenn eus ar bladenn Mel e 1979, savet gant he breur.