Mekanik dre vurezh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Un ijinadenn eo ar mekanik dre vurezh; an araokadennoù bennañ diwar e benn a zo bet graet en XVIIIvet kantved. Ur c'heflusker termek eo lec'h ma c'hoarvez an devadur en diabarzh: Treuzfurmiñ a ra energiezh termek ar vurezh (dour e stumm gaz), pourvezet gant ur gaoter, e energiezh mekanik. Ur pouez bras en deus bet ar vekanik e-kerzh an Dispac'h greantel, ar vammenn energiezh gentañ a orin vekanik e voe savapl ha mestroniapl gant Mab-den (en enep da energiezh an dour, al lanv pe c'hoazh an avel hag o deus ezhomm lec'hioù spesius ha n'eus ket tu d'o implij p'en devezer c'hoant). En XXvet kantved eo bet distroadet gant an droellrodoù (turbin), ar c'heflusker tredan hag ar c'heflusker dre darzhañ.