OAS (Organisation Armée Secrète)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Organisation armée secrète (OAS), pe c'hoazh Organisation de l'armée secrète, a oa un aozadur politikel ha soudardel. Sponterezh a veze graet gant e izili. Krouet e voe d'an 11 a viz C'hwevrer 1961, goude un emgav e Madrid etre Jean-Jacques Susini ha Pierre Lagaillarde. Ennañ e oa tud a felle dezho ma chomfe Aljeria ul lodenn eus Frañs. Logo OAS a zeuas war-wel evit ar wech kentañ e Aljer d'ar 16 a viz Meurzh 1961, asambles gant al lugan : « L’Algérie est française et le restera » (Gall eo Aljeria ha gall e chomo). Un dave da arme guzh ar Rezistañs eo an anv OAS. Gwalldaolioù a voe aozet gant izili OAS, a-enep izili FLN Aljeria hag ivz a-enep d'ar re a oa a-du gant de Gaulle (teir gwech e klaskjont e lazhañ). Ouzhpenn lazhañ tud e tristrujjont savadurioù, e skignjont traktoù e-leizh, hag e tagjont tiez-bank a-benn kaout peadra da arc'hantañ o stourm.
En nevez-amzer 1961 e teuas ar c'homiser Grassien, hag eñ isrener ar polis justis (PJ), da Aljer. Gantañ e oa 15 ofiser polis all. Ne rejont ket kalz berzh ha d'an 9 a viz Du e tistrojont d'ar C'hwechkorn. Un nebeud sizhunvezhioù goude e voe kaset rener ar PJ, Michel Hacq e anv, da gemer o flas. Gantañ teuas daou c'hant enseller polis hag ur bagad 15 archer. An archerien-se a oa renet gant ar c'habiten Lacoste, hag en doa bet tro da stourm ouzh izili FLN Aljeria. An archerien-se eo a harzas ar jeneral Raoul Salan d'an 20 a viz Ebrel 1962, a-drugarez da ditouroù bet dastumet gant PJ Pariz.
Ar jeneral Charles Feuvrier, hag a oa e penn Surentez an arme, a aozas ur framm ispisial e bal stourm ouzh OAS en Aljeria. Anvet e voe ar framm-se Rann ar c'hefridioù hag an enklaskoù.
Ouzhpenn ar frammoù ofisiel e voe kaset re ziofisiel, a reer barbouzed (galleg: barbouzes) anezho. Diazezet eo o anv war ar fed e oant sañset kuzhat o dremm gant mourroù faos. Ne oa tamm kemenn ofisiel ebet a denne d'ar varbouzed, hag e teuent eus holl renkadoù ar gevredigezh : tud arbennik war sportoù emgannañ, tud a Viet-Nam o doa dibabet Frañs da vare brezel Indosina, truanted evel Jean Augé hag an houlier Georges Boucheseiche, hag a oa bet ezel eus ar Gestapo gall. An tuta hag ar veaj da Aljeria a voe aozet gant tud a-du gant de Gaulle evel Lucien Bitterlin, hag eñ e penn Mouvement pour la communauté, ha Pierre Lemarchand. Karget e voe ar varbouzed d'ober enep-sponterezh : lakaat savadurioù zo da darzhañ, goulennata tud (jahinerezh a vije bet, hervez izili OAS), ha treuzkas titouroù diwar-benn OAS bet dastumet gant izili FLN Aljeria. Ul lodenn vras eus ar varbouzed az eas e SAC goude 1962, evel Augé (hag a voe e penn SAC Lyon hag ar rznvro tro-dro) pe c'hoazh Georges Boucheseiche.
Er C'hwec'hkorn e teuas ar stourm a-enep OAS da vezañ efedus azalek miz Kerzu 1961, pa voe aozet ar Burev Liammañ (galleg : Bureau de Liaison, BDL). Ennañ e oa bodet an holl boliserien a oa e-karg eus enklaskoù a-zivout OAS. Pennoù-bras ar Burev en em vode bep noz, hag e darempred e oant gant ministr an diabarzh, Alexandre Sanguinetti e anv, ha kuzulier ispisial Michel Debré e-karg eus kenurzhiañ ar servijoù kuzh, Constantin Melnik e anv.