Peuliañ
From Wikipedia, the free encyclopedia
Peuliañ zo ur jahinerezh graet da lakaat an dud d'ar marv, o sankañ er c'horf un dra lemm ha hir, evel ur peul pe ur goaf, a-wechoù a-led, er bruched, pe a-serzh, en toull-revr. Implijet e veze ouzh an torfedoù gwelet evel ar re washañ gant ar galloud, enep ar stad hag an dreitourien, pe enep ar relijion ofisiel, adalek an amzerioù koshañ.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Kentañ roud eus ar jahinerezh-se a gaver en izelvosoù Mezopotamia, e Babilon hag en Impalaeriezh asirian adalek an XVIIIvet kantved kent JK da vihanañ.