Pietro Perugino
From Wikipedia, the free encyclopedia
Pietro di Cristoforo Vannucci, anavezet evel Il Perugino, ganet war-dro 1448 e Città della Pieve, nepell diouzh Perugia, en Ombria — marvet en 1523 e Fontignano (frazione eus Perugia), a oa ul livour italian eus mare an Azginivelezh, unan eus mistri skol Ombria, ha gantañ e oa bet Raffaello o teskiñ ar vicher. Taolennoù relijiel dreist-holl en deus graet, enne Gwerc'hezed gwisket kran hag aelez leun a velkoni ha hep personelezh, « o labourat er relijion evit dastum arc'hant » hervez an arzvarnour Élie Faure.