Pleiades
From Wikipedia, the free encyclopedia
Pleiades, pe M45, eo an anv roet e steredoniezh d'un gronnad digor stered hag a c'haller gwelet e steredeg an Tarv. Meur a anv pobl a zo d'ar gronnad-se e brezhoneg: ar Yarig, ar Yarig wenn, ar Yarad poñsined, ar Yar hag he foñsined, ar Yar (wenn) hag hec'h evned, Yarig wenn he c'hwec'h evn. Brudet eo ar stroll stered-se e hengoun meur a sevenadur abaoe pell, pa dalvezent da verkañ amzer ar mediñ. Ar gronnad stered splannañ da welet eus an Douar an hini eo, ha betek un 12 a steredennoù a c'haller tapout gwelet gant al lagad diglav (7 an hini a weler dre vras).