Proviñs roman
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar broviñs ( provincia e latin, liester provinciae) a oa ur rann velestradurel en Henroma evit ar broioù aloubet. Kentañ tro ma voe meneg anezho e voe da vare ar brezelioù punek, pa greskas ar Republik roman betek mont e-maez ledenez Italia. Adalek neuze ne baouezas ket o niver da greskiñ. E fin ar Republik roman evel dindan an Impalaeriezh uhel e veze ar rannoù melestradurel brasañ er-maez eus Ledenez Italia (bet e-pad pell hep ar geodedelezh roman). Kreskiñ a reas o niver betek un daou-ugent bennak dindan ar Severed. Dioklesian, dindan an Detrarc'hiezh (e-tro 296), a gemmas naet rannoù melestradurel an Impalaeriezh, o lakaat niver ar proviñsoù da greskiñ hag o krouiñ un rann velestradurel brasoc'h evit ar proviñsoù, an eskobiezhioù.
.
Dre vras e veze meret ar proviñsoù gant politikourien, anezho Senedourien, alies bet konsul pe praetor a-raok. N'eus bet nemet un nemedenn, pa voe enframmet proviñs Egipt en impalaeriezh roman gant Aogust goude marv Kleopatra : meret e veze gant ur gouarnour eus renk ar varc'heien traken (ur renk izeloc'h); kuit d'ar Senedourien da gaout re a c'halloud o ren ar vro binvidik-se a bourveze Roma gant gwinizh.