Proviñsoù Iwerzhon
From Wikipedia, the free encyclopedia
Iwerzhon a oa rannet, ent-istorel, e pevar froviñs (pe "peder froviñs") pe rannvro (cúige en iwerzhoneg, ha province e saozneg): Connachta (saozneg: Connacht), Laighin (Leinster), An Mhumhain (Munster) hag Ulaidh (Ulster). Ar ger iwerzhonek evit ar rannañ-se eo cúige, ar pezh a dalvez "pempvedenn", ar pezh a ziskouez e oant pemp da gentañ: ar pempet hini, Rouantelezh Midhe, a oa bet lakaet e Laighin, gant tammoù staget ouzh Ulaidh. N'eus talvoudegezh melestradurel ebet gant ar proviñsoù bremañ, met un dalvoudegezh istorel ha sevenadurel vras o deus, ha politikel ivez el lavar a-wechoù: lavaret e vez da skouer "ar pevar froviñs" evit ober anv eus Iwerzhon a-bezh, koulz ar Republik ha Norzhiwerzhon a zo e dalc'h ar Rouantelezh-Unanet. Un dalvoudegezh o deus e bed ar sport ivez: e rugby da skouer, ez eus pep a skipailh gant ar proviñsoù.