Proviñsoù Unanet Kreizamerika
From Wikipedia, the free encyclopedia
Proviñsoù Unanet Kreizamerika a oa ur stad dizalc’h etre miz Gouere 1823 ha dibenn ar bloavezh 1841. Ober a reer ivez Stadoù Unanet Kreizamerika ha Kevread Kreizamerika eus ar stad-se. Savet e voe diwar an douaroù a oa e Rouantelezh Guatemala betek 1820, douaroù e dalc’h kurunenn Spagn. Hiziv an deiz int rannet etre meur a stad : Guatemala, Honduras, El Salvador, Nicaragua ha Costa Rica.