Rannoù Waffen-SS
From Wikipedia, the free encyclopedia
Pa voe krouet ar Waffen-SS e oa diazezet war an emouestlañ. Azalek miz Eost 1942 e voe rediet ar re anvet malgré-nous da gemer perzh, hag e voent lakaet e rannoù SS, en o zouez : Das Reich. Azalek ar goañv 1943 e voe rediet ivez an holl dud a orin alaman a oa o chom e diavaez Alamagn. Goude-se e voe rediet unvezioù ar Wehrmacht da gendeuziñ gant ar Waffen-SS(Daveoù a vank). Tamm-ha-tamm e voe lakaet e-barzh ivez unvezioù bihanoc'h, evel da skouer al Légion des Volontaires Français. War an holl dalbennoù e vrezeljont, war-bouez hini Afrika. Torfedoù-brezel a rejont ivez, koulz war dalbenn ar reter hag hini ar c'hornôg, hag ivez e-pad emsavadeg Varsovia. Diwar an 38 rann a oa er Waffen-SS e voe krouet 15 anezho goude ar gwalldaol c'hwitet a-enep da Hitler d'an 20 a viz Gouere 1944.