Roger Federer
From Wikipedia, the free encyclopedia
Roger Federer, ganet d’an 8 a viz Eost 1981 e Basel, zo ur c'hoarier tennis, a-vicher abaoe 1998. 1,85m eo ha 85 kg zo ennañ.
E deroù 2010 ez eo Federer gwellañ c'hoarier tennis ar bed. Emañ e penn uhelañ renkadur an ATP, renkadur bedel ar c'hoarierien tennis a-vicher. Bet eo ivez e penn anezhañ 237 sizhunvezh diouzh renk, etre an 2 a viz C'hwevrer 2004 hag ar 17 a viz Eost 2008, an deiz ma tap Rafael Nadal plas uhelañ ar renkadur. D'ar 6 a viz Gouere 2009 e adtap ar Suis e renk a c'hoarier kentañ. E c'hourdroner kentañ a oa Peter Lundgren. E guitaat a ra e 2003, goude e drec'h kentañ e Wimbledon ha c'hoari a ra hep gourdroner e-pad 2 vloaz. E 2005 e choaz Tony Roche da c'hourdroner hag a labour gantañ 2 vloavezh-pad. Kenlabourat a ra gant ur bern gourdronerien a frapadoù berr, hag e 2010 n'eus gourdroner ebet gantañ. Gant palikedoù ar merk Wilson e c'hoari ha gwisket eo gant ar merk Nike evit e votoù koulz hag e zilhad sport all.