Ruzenn drek-logigoù divouezh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar ruzenn drek-logigoù divouezh treuzskrivet [ʃ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 134.
Muioc'h a ditouroù Selaou ...
Serriñ
Gweuzet e vez ar fonenn-mañ dre voaz ([ʃʷ]) e meur a yezh, en o zouez ar galleg ar saozneg hag an italianeg.
Skrivet e vez <ch> hervez reolennoù reizhskrivañ peurunvan
E yezhadur ar brezhoneg emañ liammet ar fonem-mañ ouzh ar e fonem mouezhiet par [ʒ] dre ar c'hemmadurioù dre vlotaat daoust ha ma ne vez ket skrivet (sellit ivez ouzh ar pennad: "Dereziadur kensonennel"):
- [ʃ] > [ʒ]
- "chupenn" > "da chupenn" (distaget "jupenn")