Ruzenn logigoù divouezh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar ruzenn logigoù divouezh treuzskrivet [s] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 132.
Muioc'h a ditouroù Selaou ...
Serriñ
Kavet e vez stank-tre ar son [s] e-touez yezhoù ar bed, ha pa vez implijet ruzennoù gant ur yezh e vez implijet ganti hogozik atav ar son [s] ivez. Ral a-walc'h eo ar c'hensonennoù er yezhoù komzet en Aostralia dre vras ha ne vez implijet gante c'hwibanenn ebet, en o zouez ar gensonenn [s].
E yezhadur ar brezhoneg emañ liammet ar fonem-mañ ouzh ar e fonem mouezhiet par [z] dre ar c'hemmadurioù dre vlotaat daoust ha ma ne vez ket skrivet (sellit ivez ouzh ar pennad: "Dereziadur kensonennel"):
- [s] > [z]
- "sent" > "ar sent" (distaget "zent")