Ruzenn logigoù mouezhiet
From Wikipedia, the free encyclopedia
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar ruzenn logigoù mouezhiet treuzskrivet [z] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 133.
Ne vez kavet ur c'hwibanenn dent pe logigoù mouezhiet nemet e 28% eus holl yezhoù ar bed. Ouzhpenn, 85% eus ar yezhoù implijet gante ur son z-heñvel a vez komzet en Europa, Afrika ha kornôg Azia ha ral-kenañ e kaver ar son-se evel fonem e reter Azia, yezhoù ar Meurvor Habask hag en Amerikaoù.
Pa gaver ar fonem [z] en ur yezh bennak e kaver atav enni ar gensonenn divouezh par [s].
E yezhadur ar brezhoneg emañ liammet ar fonem-mañ ouzh ar e fonem divouezh par [s] dre ar c'hemmadurioù dre vlotaat daoust ha ma ne vez ket skrivet (sellit ivez ouzh ar pennad: "Dereziadur kensonennel"):
- [s] > [z]
- "sent" > "ar sent" (distaget "zent")