Sceilig Mhichíl
From Wikipedia, the free encyclopedia
Sceilig Mhichíl (en iwerzhoneg), Skellig Michael pe c’hoazh Great Skellig (e saozneg), zo unan eus an div enezenn a ya d’ober enezeg Na Scealaga, en Iwerzhon. An hini vrasañ eus an div eo ha sevel a ra betek 230 metr dreist live ar mor.
Emañ Sceilig Mhichíl war-hed 15 km diouzh an douar-bras, er mervent da aod kontelezh Ciarraí. « Karreg Mikael » eo ster anv an enezenn. Didud eo, met e-pad 600 vloaz ez eus bet menec'h o chom enni, en ur manati pintet uhel tost da veg ar garreg.