Sifr Vigenère
From Wikipedia, the free encyclopedia
Sifr Vigenère, diwar anv Blaise de Vigenère, zo un doare da rinegañ pe enkriptañ ur skrid, da lâret eo kuzhat e ster en ur gemmañ al lizherennoù anezhañ. Diazezet eo war Sifr Kaezar.
Gant Sifr Kaezar e vez eilpennet al lizherennoù en ur zilec'hiañ anezho atav hervez ar memes doare. E o tont da vezañ H da skouer, ha F o tont da vezañ I. Gant sifr Vigenère avat e cheñch renk an dilec'hiañ en ur heuliañ ur ger-kuzh.
An hentenn-se a oa bet deskrivet evit ar wech kentañ gant Giovan Battista Bellaso en e levr La cifra del. Sig. Giovan Battista Bellaso bet embannet e 1553. Un nebeud bloavezhioù goude e oa ijinet ur sistem heñvel gant Blaise de Vigenère ha dezhañ e o bet roet tadelezh an hentenn-mañ dre fazi en XIXvet kantved. Alese an anv Sifr Vigenère a zo chomet betek an deiz hiziv.
Brudet eo an doare rinegañ mañ dre ma'z eo aes da gompren ha da implijout. Soñjet oa bet e-pad ur mare e oa dibosupl da derriñ met daoust ma'z eo kalz diaesoc'h da derriñ eget sifr Kaezar ez eo posupl hen ober.