Sinfonienn
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur sinfonienn (pe siñfonienn[1] pe simfonienn[2]) a zo ur sonaozadenn vinvioù hir a-walc'h peurliesañ. Meur a luskad a zo enni, stag pe distag e c'hallont bezañ. Sonet e vez sinfoniennoù gant lazioù-seniñ sinfonek.
Eus ar gregach e teu ar ger, hag er 16vet kantved e voe implijet evit ar wech kentañ. Er penn-kentañ e talveze kement ha sonerezh hag e veze implijet da envel kement sonaozadenn a oa. Goude-se e voe strishaet e implij, da envel ar sonerezh-binvioù, d'e zifoc'hañ diouzh ar sonerezh-mouezh. Goude-se e voe implijet da envel ur mod da sevel pezhioù sonerezh ha sonadegoù zo, ha goude-se da envel ur rummad eus ar sonerezh lazioù-seniñ, evel pezhioù-sonerezh savet gant Haydn, Mozart ha Beethoven. Kerkent hag e penn-kentañ an 19vet kantved e voe savet sinfoniennoù disheñvel diouzh ar patrom klasel.