Stereo Total
From Wikipedia, the free encyclopedia
Stereo Total a zo un daouad sonerezh alaman ha gall, ennañ Françoise Cactus ha Brezel Göring. Savet eo bet ar strollad e Berlin e 1995. Ouzhpenn tri-ugent kanaouenn o deus savet, ha pemp pladenn o deus lakaet embann. E-touez dodennoù pennañ o c’hanaouennoù emañ ar garantez, ar reizh, an hiraezh hag an emsavadeg. En o c’hanaouennoù e veskont a bep seurt sonerezhioù : elektro bihanañ, punk, rock’n’roll, disko pe c’hoazh new wave. A-fet binvioù ec’h implijont ar gitar tredan, an taboulinoù hag ar standilhoner. Diehan e vez Stereo Total o treiñ er bed a-bezh (Norzh ha Su Amerika, Japan, Rusia, Europa, Sina...) abaoe 2001.