Thermopyloù
From Wikipedia, the free encyclopedia
An Thermopyloù[1] zo un tremen strizh eus Bro-C'hres etre Tessalia ha Lokris. Emañ etre menez Oite hag aod su pleg-mor Maliakos
Ur pennad Emgann an Termopiloù zo ivez.
Abalamour d'e bouez strategel (al lec'h tremen nemetañ eo etre Gres an hanternoz hag ar c'hreisteiz) ez eus bet un niver a emgannoù en tremen strizh-se. An hini brudetañ eo stourm 300 brezelour eus kêr Sparta dindan ar roue Leonidas, skoazellet gant o c'hevredidi, a-enep ar Bersed kaset gant Kserses Iañ e-pad ar brezelioù medek. Dalc'het e veze emvodoù etre kevre amfiktioniel Delfi hag ar Fokaiz (Tud Fokaia) eno ivez.