Timbr-lidañ
From Wikipedia, the free encyclopedia
Graet e vez timbr-lidañ (e saozneg : « commemorative stamp ») eus an timbroù-post moulet evit enoriñ un darvoud, un den, ul lec’h heverk en istor ur vro koulz hag ar sevenadur hollvedel a-wechoù. Lakaet e vezont e gwerzh e-pad ur prantad amzer berroc’h alies evit an timbroù boutin. Unan eus perzhioù mat an timbroù-se eo e vez troet ar bratikoù da virout anezho en o zastumadenn, hep implij anezho eta. Degas a reont moneiz e kef ar velestradurezh hep na vefe ur servij diouzh he ferzh.