Tri Yann
From Wikipedia, the free encyclopedia
Tri Yann zo ur strollad sonerien eus an Naoned. Savet e oa bet ar strollad e fin ar bloazvezh 1970 gant tri Jean : Jean-Louis Jossic, Jean Chocun ha Jean-Paul Corbineau. Unan eus ar strolladoù oberiant koshañ zo er Frañs. Brudet o deus kanaouennoù evel "le loup, le renard et la belette" pe "les prisons de Nantes". Kanañ a reont e galleg, brezhoneg hag e saozneg, levezonet-bras int gant Alan Stivell. Ar sonerezh zo liesseurt a-walc'h (folk, folk-rock, medieval folk-rock). Un tropad-mat a sonerien zo bet er strollad abaoe ma oa bet krouet. Strollad Tri Yann a zo bet savet e 1971 gant pevar c'haner eus Breizh : Jean-Louis Jossic, Jean Chocun, Jean-Paul Corbineau ha Bernard Baudriller.