WikiLeaks
From Wikipedia, the free encyclopedia
WikiLeaks (eus ar saozneg wiki, mui liester ar ger leak, eus ar verb to leak berañ, diskuliañ) a zo un aozadur kelaouiñ, digor met diogelet, hep pal kenwerzhel hag ul lec'hienn, bet roet lañs dezhi e miz Kerzu ar bloaz 2006, kaset war-raok gant "The Sunshine Press". Hervez an aozadur e oa bet tapet gantañ kaout 1.2 milion a deulioù en e ziaz dindan bloaz.
Fedoù berr-ha-berr Deiziad krouiñ, Anv er yezh a orin ...
WikiLeaks
Deiziad krouiñ | 4 Her 2006 |
---|---|
Anv er yezh a orin | WikiLeaks |
Anvet diwar | Wiki |
Diazezer | Julian Assange |
Stad | Aostralia |
Krouet gant | Julian Assange |
Aozer | Julian Assange |
Yezh an oberenn pe an anv | saozneg |
Prizioù resevet | José Couso award, Walkley Award for Most Outstanding Contribution to Journalism |
Pal | Sacher evezh |
Diorroer | Julian Assange |
Savenn | Android |
Software engine | MediaWiki |
Public key fingerprint | A04C 5E09 ED02 B328 03EB 6116 93ED 732E |
Lec'hienn ofisiel | https://wikileaks.org/ |
Official shop URL | https://wikileaks.shop/ |
Serriñ
Embann a ra al lec'hienn dielloù kuzh deuet a-berzh titourerien hag a chom dianav, war zanvezioù a denn da bolitikerezh ar renadoù gwasker eus Azia, en Afrika, er Reter-Kreiz, an URSS kozh, met ivez eus ar Stadoù-Unanet. Savet e vije bet da gentañ, hervez an aozadur, gant disrannidi bolitikel eus Republik Pobl Sina.