Bretagne Football Association
From Wikipedia, the free encyclopedia
Brudañ ar vell-droad a-vicher breizhat eo pal Bretagne Football Association.
| ||||
---|---|---|---|---|
Klub bet krouet d’an | 18 Gouere 1997 | |||
Lesanv | An Diaouled Du | |||
Livioù | Gwenn ha Du | |||
Sez | Sant-Sebastian-an-Enk | |||
E 1997 e oa bet savet ar gevredigezh. War-dro obererezhioù Skipailh Breizh ar vell-droad a-vicher e ra. Aozañ dezhañ ur c’hrogad bep bloaz da nebeutañ eo he fal. D’an 21 a viz Mae 1998 e oa bet aozet ar c’hrogad kentañ e Roazhon, a-enep skipailh Kameroun (1-1), pa oa-eñ o prientiñ Kib vell-droad ar bed. Da c’houde ez eus savet kudennoù gant Kevre Frañs ar vell-droad.
Abaoe 2008 eo deuet BFA da benn da dolpañ ingal gwellañ c'hoarierien Breizh. E miz Mae 2008 eo aet ar maout gant an Diaouled Du (lesanv skipailh Breizh) a-enep skipailh Kongo Brazzaville[1]. Evit reiñ lañs d'ar skipailh e kemeras perzh e Corsica Football Cup 2010. E 2001 hag e 2013 e voe aozet pep a vatch, an daou anezho e Bro-Naoned.
Kop Breizh zo bodet gantañ suporterien skipailh Breizh[2]. Lod anezho a oa bet e Korsika da-geñver Corsica Football Cup, e miz Mae 2010.