James Dean
From Wikipedia, the free encyclopedia
James Byron Dean, bet ganet d'an 8 a viz C'hwevrer 1931 hag aet da Anaon d'an 30 a viz Gwengolo 1955, a oa un aktour stadunanat.
James Dean | |
---|---|
James Dean (c. 1953) | |
Ganedigezh | 8 a viz C'hwevrer 1931 Marion, Indiana Stadoù-Unanet |
Marv | 30 a viz Gwengolo 1955 Cholame, Kalifornia Stadoù-Unanet |
Broadelezh | Stadunanat |
Abeg ar marv | Gwallzarvoud karr-tan |
Douaridigezh | Fairmount, Indiana Stadoù-Unanet |
Micher | Aktour |
Resped | 1950-1955 |
Pennoberenn | Rebel Without a Cause ("Rebell digrog", 1925) |
Brudet eo evel un ikon sevenadurel evit ar grennarded kerseet hag en o unan, evel ma oa bet embannet en e ditl er film Rebel Without a Cause (1955). Er film-se e c'hoarias roll Jim Stark, ur c'hrennard o stourm a-enep kudennoù an oad-se.
Daou roll all o deus degaset brud bras da James Dean : Cal Trask er film East of Eden (1955) ha Jett Rink er film Giant (1956).
Marv trumm James Dean en ur gwallzarvoud karr-tan a roas dezhañ ur statud a vojenn. Bez' e voe an aktour kentañ o vezañ enoret goude e varv gant un Academy Award for Best Actor.
Chom a ra hiziv-an-deiz c'hoazh an aktour nemetañ o vezañ bet lakaet div wech war ar renk evit prizioù goude bezañ marvet. E 1999, an American Film Institute a lakaas anezhañ da dizhout an 18vet plas evel aktour.