Sevenadur
From Wikipedia, the free encyclopedia
Diaes-bras eo termeniñ ar sevenadur, pa vez roet meur a ster d'ar ger, an holl anezho o vezañ liammet an eil re ouzh ar re all[1].
Bez' e c'haller lavaret ez eo ar sevenadur ur frammad emzalc'hioù, meizadoù ha komprenusted trivliadel a zo boutin d'un strollad bras pe vrasoc'h a dud, a vez desket dre zarempredoù diabarzh ha treuzkaset a rumm da rumm. Dre ar frammad-se ez anavezer izili ur sevenadur hag en o diforc'her diouzh ur strollad all a dud[2]. Kemplesoc'h eo an traoù avat, evel ma vo displeget pelloc'h amañ.
Iskevrennad eus | pattern of behavior |
---|---|
Anvet diwar | cult, Ur |
Douaroniezh an danvez | geografiezh sevenadurel |
Dezverket dre | cultural universal |
Istor | cultural history |
Manifestation of | more, social norm |
Pleustret gant | culture personality |
Daou ster a roer d'ar ger sevenadur er vuhez pemdez :
- sammad ar gouiziegezhioù, ar c'hredennoù hag ar patromoù-emzalc'h a zo dibar d'ur gevredigezh, kevreet peurliesañ gant ur yezh ;
- blizidigezh, gouiziegezh ha poell un den evit a sell ouzh an arzoù ha skiantoù an den.
Pa baotaas troidigezhioù ar ger latin cultura en Europa en XVIIIvet ha XIXvet kantvedoù ne dalveze nemet evit merkañ gwellaennoù er gounezerezh hag el liorzherezh ; tamm-ha-tamm e kemeras ar ger ur ster difetisoc'h, dre dreuzskeudenn, da geñver gwellaat gouiziegezh ha blizidigezh an den, dre an deskadurezh pergen.
En XXvet kantved e teuas ar sevenadur da vezañ unan eus meizadoù pennañ an denoniezh ; spisaet ha ledanaet war an dro e voe ster ar ger — "sevenadurel" e vije kement emzalc'h hag oberenn denel na vije ket hêroniel,[3] alese daou dermenadur all :
- barregezh an dud da rummata o skiant-prenet dre arouezioù ha da oberiañ dre o ijin ;
- doareoù dibar strolladoù tud o vevañ e lec'h pe lec'h er bed da ober kement all.
Petra bennak ma reer hiziv gant ar ger sevenadurel a-wezhioù evit komz eus kenderc'hadoù danvezel ur gevredigezh, an traoù difetis evel ar yezh, ar boazioù hag all a chom ster pennañ ar ger sevenadur.