Mary Mallon
From Wikipedia, the free encyclopedia
Arabat eo droukveskañ gant Molly Malone.
Mary Mallon (An Chorr Chríochach, 23 a viz Gwengolo 1869 – New York, 11 a viz Du 1938), anavet dindan al lesanv Typhoid Mary, a oa ur geginerez stadunanat a orin iwerzhonat a zo bet an den kentañ bet kavet en SUA o tougen ar vakterienn Salmonella typhi hep bout klañv gant an derzhienn difoid.
Soñjal a reer e kontammas etre 51 ha 122 zen, tri anezho o vervel diwar ar c'hleñved ; 50 den zo marvet hep na c'hellfed prouiñ e oa Mary Mallon a oa ar pennabeg d'o zremenvan[1].
Div wezh e voe lakaet en dispell gant ar pennadurezhioù, an eil gwezh betek diwezh he buhez peogwir e talc'he da labourat evel keginerez ha da lakaat tud en arvar. Tost da 30 vloaz a dremenas en dispell kent mervel[2],[3]