Rannvroioù Japan
From Wikipedia, the free encyclopedia
Rannet eo Japan en eizh rannvro. N'int ket pastelloù bro melestradurel ofisiel, daoust ma'z int bet implijet gant tud dindan ar gouarnamant evit sevel stadegoù hag evit abegoù all abaoe 1905. Implijet e vezont stank da skouer er c'hartennoù, el levrioù douaroniezh, en abadennoù diwar-benn an amzer, ha kalz embregerezhioù hag ensavadurioù a ra gant anv o rannvro orin en o anv, da skouer Hent-houarn Kintetsu, Bank Chūgoku, pe skol-veur Tōhoku.
E pep rannvro e kaver unan eus ar 47 prefediezh pe muioc'h. E-mesk inizi pennañ Bro-Japan, Hokkaidō, Shikoku, ha Kyūshū a ya d'ober pep a rannvro, e-skoaz an enezenn vrasañ, Honshū, zo rannet e pemp rannvro. Prefediezh Okinawa a vez lakaet e rannvro Kyūshū da gustum, a-wezhioù avat e vez sellet outi evel un navet rannvro[1][2][3].
Eizh lez-varn uhel zo e Bro-Japan, met ne glot ket o beli gant an eizh rannvro.