Sañskriteg
yezh / From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar sañskriteg[1], pe sanskriteg[2] (संस्कृता वाक् saṃskṛtā vāk) a zo ur yezh indez-europek klasel eus India. Ar ger saṃskṛta- a dalvez "glan, santelezet, sakr". An anv saṃskṛtā vāk pe "yezh c'hlan" a roer d'ar sañskriteg a ra dave d'ur 'yezh uhel' implijet evit lidoù relijiel. Ar yezhadur koshañ eo an Ạṣtādhyāyī bet savet gant Panini (Pāṇini पाणिनि ) er Vvet kantved kt JK.
Sañskriteg (संस्कृतम्) | |
---|---|
Henyezh | |
Perzhioù | |
Komzet e : | India |
Rannved : | Azia |
Komzet gant : | 6 106 (1981). 194 433 eil yezh (1961) |
Familh-yezh : | Indez-Europek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | India |
Akademiezh : | |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | sa |
ISO 639-2 | san |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | SKT |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Damheñvel eo statud ar sañskriteg evit sevenadur India ouzh hini al latin evit Europa, dre ma'z eo hounnezh ar yezh a voe implijet evit skrivañ ar vedaoù o tennañ d'an hindouegezh. Ur yezh varv eo ar sañskriteg ivez, dres evel al latin, dre ma n'eus kumuniezh ebet hag a ra gantañ. Diouzh an tu all avat, e vez desket ar sañskriteg evel eil yezh alies ha 6 000 brahmin bennak a lâr ez eo ar sañskriteg o yezh kentañ ha tud zo a glask lakaat ar sañskriteg da vezañ ur yezh vev en-dro. Implijet e vez ar sañskriteg peurliesañ evel ur yezh relijiel evit al lidoù hindouek.
Ar sañskriteg rakklasel pe vedel a zo unan eus ar yezhoù indez-europek koshañ a gaver roudoù skrivet diouto. Amañ e vo kaoz kentoc'h eus ar sañskritek klasek evel ma voe bet deskrivet e yezhadur gant Panini tro-dro da 500 a-raok Jezuz.