Yezhoù turkek
familh yezhoù / From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur skourr eus ar yezhoù altaek eo ar yezhoù turkek (saozneg: Turkic languages) komzet gant pobloù disheñvel o chom war un takad-douar ledan-tre o vont eus Reter Europa betek Siberia ha kornôg Sina.
Evit yezhonourion zo emañ ar yezhoù turkek da vezañ renket e-touez yezhoù ar familh altaek.
Turkeg Turkia eo ar yezh turkek komzet ar muiañ e-keñver an niver a dud a ra gantañ.
Daspegel eo ar yezhoù turkek ha boutin a-walc'h kenetreze ivez eo ar c'hensonnelezh vogalennek.
Diaes-tre eo renkañ ar yezhoù turkek en un doare resis, met mui-pe-vui e reer evel-henn dre vras[1]: