Aljebr
From Wikipedia, the free encyclopedia
An aljebr eo ar skourr eus ar jedoniezh a bled gant hollekaat an oberiadurioù war an niveroù a-benn diskoulmañ ataladoù[1].
Iskevrennad eus | area of mathematics |
---|---|
Rann eus | matematik |
Anvet diwar | Levr berr ar jedoniezh dre an destrizh hag ar c'heñveriañ |
Istor | istor an aljebr |
Pleustret gant | algebraist |
Classification of Instructional Programs code | 27.0102 |
Tikedenn Stack Exchange | https://math.stackexchange.com/tags/algebra, https://matheducators.stackexchange.com/tags/algebra |
Ent-klasel ez eo an aljebr un hollekadur eus an niveroniezh, hag un astenn dezhi, pa seller outañ evel damkaniezh an oberiadurioù war an niveroù real (muiel, leiel) pe gemplezh, damkaniezh an diskoulmañ kevatalennoù dre erlerc'hiañ lizherennoù ouzh an talvoudoù niverel, ha damkaniezh an erlerc'hiañ formulennoù hollek ouzh ar jediñ oberadurioù dibarek.
Abaoe deroù an XXvet kantved e c'haller termeniñ an aljebr en un doare arall : ur rann eus ar jedoniezh eo he fal studiañ, diwar aksiomennoù, lezennoù an aozañ un teskad hag an darempredoù etre meur a deskad a dermen ur framm.
A-feur ma 'z ae al labourioù war-raok ez eus bet termenet skourroù nevez d'an aljebr : unan anezho eo aljebr Boole, a c'hanas ar stlenneg ha neuze an urzhiataerioù.
Pleustrek e oa an aljebr e deroù e istor, pa dalveze da jediñ gorreadoù ha sammadoù moneiz da skouer ; difetisoc'h-difetisañ eo deuet da vout, hogen daoust d'an darn vuiañ eus an dud bout dic'houest da gompren an aljebr a-vremañ e reont bemdez gant binvioù a zo bet krouet a-drugarez d'an diskiblezh-se, eus ar c'heflusker dre enleskiñ betek ar pellgomzerioù hezoug a anver smartphones – "pellgomzerioù speredek" – er bed a-bezh, na vefent ket kel lemm-se hep an aljebrourion.