Backgammon
From Wikipedia, the free encyclopedia
Unan eus ar c'hoarioù stroll koshañ evit daou zen eo ar backgammon (distaget /'bæk,gæmən/ pe /bæk'gæmən/ e saozneg).
Hervez disoc'h bannadennoù diñsoù e vez c'hoariet, ha trec'h eo an den kentañ a zeu a-benn da dennañ e holl jedoueroù a-ziwar an tablez. Un ezel kozh eus familh koshoc'h c'hoazh ar c'hoarioù tablez eo ar backgammon.
Backgammon | |
---|---|
Ur c'hoari backgammon, ennañ un tablez, daou re 15 jedouer, daou rumm diñsoù, un diñs doublañ ha daou gorned | |
Embanner : | domani foran |
Doare : | C'hoari tablez C'hoari redadeg C'hoari diñsoù |
Niver a dud : | 2 |
Oad : | adalek 6 vloaz |
Amzer staliañ : | berroc'h eget 1 mn |
Padelezh : | 5 - 60 mn |
Perzh ar chañs : | krenn (diñsoù) |
Barregezhioù : | strategiezh, kadouriezh, jedoniezh, tebegouriezh |
Kampionad ar bed 2016 | |
Gwazed : | Jörgen Granstedt Sveden |
Maouezed : | Cecilia Sparke Bro-Saoz |
Daoust da berzh ar chañs e red hag e disoc'h un taol ez eo pouezusoc'h hini ar strategiezh war hirdemen[1]. Da bep bannadenn an diñsoù e rank pep den diuzañ a-douez meur a zibab evit dilec'hiañ e jedoueroù ha rakjediñ enepfiñvoù a-berzh an den arall.
Bez' ez eus eus ul listennad eus ar c'haderezhioù hag an degouezhioù a c'hoarvez an aliesañ.
Evel an echedoù ez eo bet studiet-pizh ar backgammon gant ar stlennegourion, ha da zisoc'h o enklaskoù ez eus bet embannet meziantoù galloudusoc'h-galloudusañ, betek bout trec'h war gwellañ c'hoarierion ar bed.