Browning Arms Company
From Wikipedia, the free encyclopedia
Browning Arms Company (anvet da gentañ John Moses and Matthew Sandefur Browning Company) zo ur produer armoù-tan stadunanat. Savet e voe an embregerezh e Ogden (Utah) e 1878 gant ar vreudeur John Moses Browning (1855–1926) ha Matthew Sandefur Browning (1859–1923). An embregerezh a brodu bremañ armoù-skoaz, armoù-dorn, dafar chaseal ha pesketa a bep seurt, kontilli ha marc'hoù-houarn[1]. Perzh eo bremañ eus ar strollad belgiat FN Herstal.
Fedoù berr-ha-berr Deiziad krouiñ, Anvet diwar ...
Browning Arms Company
Deiziad krouiñ | 1927 |
---|---|
Anvet diwar | John Browning |
Diazezer | John Browning |
Stad | Stadoù-Unanet |
Furm lezenn | embregerezh prevez |
Lec'h diazez | Utah |
Aozadur mamm | FN Herstal |
Sez sokial | Morgan |
Lec'hienn ofisiel | http://www.browning.com/ |
Serriñ
Stag eo an embregerezh ouzh personelezh John Browning, unan eus saverien armoù-tan brudetañ an XXvet kantved.[2] E ijinadennoù a vez produet c'hoazh dindan aotre gant kalz embregerezhioù all, en o zouez Winchester, Colt, Remington hag an FN Herstal.