Chapel ar Seizh Sant
From Wikipedia, the free encyclopedia
Chapel ar Seizh Sant, lec'hiet er Stiffel e pennkêr ar Seizh-Sant er C'houerc'had, eo ar chapel nemeti e Breizh hag e Bro-C'hall a gement a zo gouestlet da azeul Seizh Sant Efesos[2], a anver Breudeur ar Seizh Hun e brezhoneg[3] ; en Islam ivez e vez enoret ar seizh den-se, pa 'z int meneget e souratenn 18 ar C'horan.
Nepell diouzh ar chapel, war-du ar C'houerc'had, ez eus ur feunteun hag a zo ker pouezus all e lidoù ar sent.
Fedoù berr-ha-berr Ilizoù Breizh, Ar Seizh Sant ...
Ilizoù Breizh | |
---|---|
Ar Seizh Sant | |
Ar chapel gwelet eus an Norzh 48° 37' 57.58" N - 03° 25' 26" K | |
Relijion | Katoligiezh |
Statud | Iliz-trev |
Parrez | Ar C'houerc'had |
Saverezh • Deroù • Diwezh | 22 a viz Gouere 1703 1714 |
Adaozadur | 1970 |
Stil | Hini ebet. |
Azeul | Breudeur ar Seizh Hun |
Pirc'hirinded | Sul diwezhañ miz Gouere |
Gwarez • Taol-vaen • Chapel | Monumant istorel (1889)[1] Monumant istorel(1956)[2] |
Serriñ
Abaoe ar VIvet kantved e vez azeulet Breudeur ar Seizh Hun eno. Unan eus koshañ gwerzioù Breizh eo Gwerz ar Seizh Sant, a ganer c'hoazh er pardon hag e-kerzh ar birc'hirinded katolik-ha-muzulman hag a vez aozet bep Sul diwezhañ miz Gouere abaoe 1954.