Didone abbandonata (Metastasio)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Didone abbandonata zo ul libretto c'hoarigan italianek, savet en 1724 gant ar barzh Pietro Metastasio (1698-1782), evit ar sonaozour Domenico Sarro, diwar-benn mojenn Didon (Didone en italianeg), rouanez Kartada ha c'hoar Pumayyaton, roue Tir.
Ur pennad Didone abbandonata zo ivez.
Kentañ ma voe c'hoariet a oa en Teatro San Bartolomeo, e Napoli, d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1724[1].
Marianna Benti Bulgarelli (1684-1734), lesanvet La Romanina, a gane perzh Didone.
C'hoariet e voe doare Giuseppe Scolari en Teatre de la Santa Creu (Barcelona) ivez d'an 30 a viz Mae 1752[2].