Doris P. Buck
skrivagnerez skiant-faltazi stadunanat / From Wikipedia, the free encyclopedia
Doris Pitkin Buck (New York City, New York, 3 a viz Genver 1898 – 4 a viz Kerzu 1980) a oa ur skrivagnerez skiant-faltazi stadunanat.
Doris P. Buck | |
---|---|
E Bryn Mawr College, 1920 | |
Ganedigezh | 3 Genver 1898 New York City New York Stadoù-Unanet |
Marv | 4 Kerzu 1980 |
Micher | Aktourez Kelennerez Skrivagnerez Barzhez |
Luskad | Skiant-faltazi |
Yezh | Saozneg SUA |
Floruit | 1952-1980 |
E 1920 e tapas un aotreegezh e Bryn Mawr College, ur skol-veur merc'hed e Pennsylvania, hag e 1925 he devoe ur master e Skol-veur Columbia e New York.
Un aktourez c'hoariva e oa pa zimezas gant Richard Buck ; goude-se ez eas da gelennerez war ar saozneg e Skol-veur Stad Ohio.
Unan eus diazezerien ar gevredigezh Science Fiction and Fantasy Writers of America (SFWA) e voe e 1965.
Kalz istorioù ha barzhonegoù skiant-faltazi zo bet skrivet gant Doris P. Buck, un darn vras anezho er gelaouenn The Magazine of Fantasy & Science Fiction (MF&SF).
Er gelaouenn-se e voe embannet hec'h istor kentañ, Aunt Agatha ("Moereb Agatha"), e miz Here 1952, pa oa 54 bloaz, Diuzet e voe hec'h istor The Little Blue Weeds of Spring (MF&SF Mezheven 1966) evit Priz Nebula 1967 SFWA[1].
Meur a istor sinet Doris P. Buck zo bet enlakaet e teskadoù skiant-faltazi, evel Why They Mobbed the White House en Orbit 3 Damon Knight e 1968, The Giberel e New Dimensions 1 Robert Silverberg (1971) ha Cacophony in Pink and Ochre e The Last Dangerous Visions Harlan Ellison[2],[3].
Betek 1975 e skrivas Doris P. Buck istorioù SF, ha barzhonegoù SF a skrivas betek he marv e 1980 ; dalif eo embannadur he barzhoneg diwezhañ, Travel Tip, a voe embannet e MF&SF Mezheven 1981.