Emgann Glein
From Wikipedia, the free encyclopedia
An hini kentañ eus daouzek emgann Arzhur meneget gant Nennius en e Historia Brittonum eo Emgann Glein.
Fedoù berr-ha-berr Maread, Lec'h ...
Emgann Glein | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Stlapet Kaledvoulc'h en dour gant Sir Bedivere[1] | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Brezhoned | Angled Bernicia pe East-Anglia | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Arzhur | dianav | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Dianav | Dianav | ||||||
Kolloù | |||||||
Dianav | Dianav |
Serriñ
N'ouzer na pegoulz na pelec'h e c'hoarvezas. Hervez Nennius en em gannas Arzhur e-kichen genoù ar stêr Glein. Div stêr heñvelanvet zo en Enez-Vreizh : unan el Lincolnshire hag unan e Northumberland. Ne dalvez ket an dra-se ne oa ket muioc'h anezho en amzer Arzhur avat. Un anv boutin e oa glein (glann) moarvat.
Mar c'hoarvezas an emgann e Northumberland e c'haller soñjal edo Arzhur o stourm ouzh Angled rouantelezh Bernicia ; mar c'hoarvezas e Lincolnshire ez eo gwirheñveloc'h e oant Angled eus East-Anglia.