Ernesto Mascheroni
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ernesto Mascheroni (lesanvet El Tío, An Eontr e brezhoneg), bet ganet d'an 21 a viz Du 1907 e Montevideo (Uruguay) hag aet da Anaon d'an 3 a viz Gouere 1984 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (difenner kleiz e bost dezhañ war an dachenn).
Sed amañ da-heul ar c'hleuboù m'en devoa c'hoariet enne :
- 1930 : Olimpia Montevideo,
- 1930-1933 : Peñarol Montevideo, aet da gampion e 1932,
- 1934 : Independiente (Avellaneda, Buenos Aires (proviñs)),
- 1934-1936 : Ambrosiana (Milano, Rouantelezh Italia),
- 1936-1940 : Peñarol, aet da gampion e 1937 ha 1938.
Daouzek gwech en devoa douget krez La Celeste[1] (1930-1934 ha 1935-1939) hep merkañ pal ebet. Daou grogad en devoa kemeret perzh enne e 1935 ivez, gant skipailh broadel Rouantelezh Italia d'ar mare ma oa c'hoarier en Ambrosiana.