An Indikadur Diorroadur Denel a vez graet eus ur stadeg krouet gant Aozadur ar Broadoù Unanet e 1990 evit jediñ live an diorroadur denel hervez ar vroioù er bed. An IDD a vez diazezet war teir elfenn: ar c'henderc'h Diabarzh Kriz dre anneziad, ar spi bevañ adal ar ganedigezh hag al live deskadurezh.
Kartenn ar bed hervez Feuriader an diorren denel dre vro embannet gant Aozadur ar Broadoù Unanet d'ar 24 a viz Gouhere2014).
██Uhel tre
██Uhel
██Kreiz
██Izel
██titour ebet
Kartenn ar bed hervez an Indikadur Diorroadur Denel dre vro (diazezet war sifroù 2018, embannet e 2019).[1]
██0.800–1.000 (uhel-tre)
██0.700–0.799 (uhel)
██0.550–0.699 (etre)
██0.350–0.549 (izel)
██titouroù ebet
An Indikadur Diorroadur Denel n'eo nemet un elfenn a vez implijet e-touezh mennad an diorroadur denel gant an United Nations Development Programme (Raktres diorroadur ar Broadoù Unanet). Ouzhpennet e oa bet d'ar C'henderc'h diabarzh kriz dre anneziad rak ne oa ket gwelet evel resis a-walc'h. Ar c'henderc'h diabarzh kriz ne gemer ket e kont ma vev evurus an dud en un doare hiniennel pe a-stroll, ma vez aes da strolladoù pe hiniennoù ur gevredigezh da welet e live bevañ o uhelaat. Ne vez kemeret e kont nemet live an ekonomiezh.