Franche-Comté (proviñs)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Franche-Comté, pe Frank-Kontelezh[1] (Fraintche-Comtè e rannyezh ar vro ; Franche-Comtât en arpitaneg) pe Kontelezh frank Bourgogn evel ma veze anvet gwechall[2], dre ma oa distag diouzh Dugelezh Bourgogn, zo ur broviñs c'hall kozh, staget ouzh ar Rouantelezh c'hall e 1678, a zo deuet da vout ur rannvro c'hall, anvet Franche-Comté ivez. Klotañ a ra bevennoù ar rannvro a zo bremañ gant re ar broviñs kozh, war-bouez an Territoire de Belfort hag a oa en Elzas a-raok stagidigezh ar vro-se ouzh Alamagn e 1871, hag a zo bet lakaet e rannvro Franche-Comté. Dre m'eo chomet stabil bevennoù ar broviñs e-pad pell ez eus chomet un identelezh kreñv a-walc'h gant an dud eno.
Stok eo Franche-Comté ouzh Suis, er reter, hag ouzh Elzas en hanternoz.