Hent-bale hir 34
From Wikipedia, the free encyclopedia
An hent-bale hir 34 zo ur wenodenn-vale hir a ya eus Menez-Mikael-ar-Mor betek Sant-Nazer, oc'h echuiñ en aber al Liger. Hedañ a ra aodoù Breizh war-bouez aodoù Bro-Raez eta. En em astenn a ra a-hed 1700 km.
Heuliañ a ra hentigoù kozh ar valtouterien evit ul lodenn vras anezhañ. Nebeut-ha-nebeut, ar re-se a oa deuet da vezañ dizimplij e deroù an XXvet kantved. Gwechall gozh e rae ar valtouterien ar ged war an aodoù[1].