Keflusker dre enleskiñ
From Wikipedia, the free encyclopedia
Keflusker dre enleskiñ (KDE) a reer eus ur c'heflusker a ya en-dro dre leskiñ un trelosk kondon gant harp an aer en ur gambr-leskiñ, a-benn treiñ gremm gwrezel al loskadur e gremm treloc'hel.
Da heul al leskiñ e teled an aezhennoù uhel o gwask hag o gwrezverk en ur c'henel un nerzh a vez arloet end-eeun ouzh unan eus elfennoù ar c'heflusker : ur ribouler e KDE ur c'harr-tan, unan eus lavnennoù un droellrod, pe ur gorzenn-erluskañ er c'hefluskerioù dre zazloc'h. Dre an nerzh e vez dilec'hiet an elfenn, an nerzh treloc'hel-se o tilec'hiañ elfennoù all a-benn luskañ ar mekanik en e bezh.
En ur c'harbed terket gant rodoù, monedone ar bountelloù a gas tro d'ur marbr a laka ar rodoù da dreiñ hag ar c'harbed da vont war an hent. An hevelep gwikefre a vez arveret da lakaat tro e biñsoù ur vag.
Taoladek peurliesañ eo an enleskiñ en hevelep kefluskerioù, a c'hall bout "daoubred", "pevarfred" pe "-tro" hervez an doare ; bez' ez eus avat eus kefluskerioù dre enleskiñ dizehan, evel an troellrodoù, ar c'hefluskerioù dre zazloc'h pe re ar fuzeennoù.
Disheñvel-krenn eo ar c'hefluskerioù dre enleskiñ diouzh ar re dre ezleskiñ evel an mekanikoù dre vurezh, a ya en-dro dre ul liñvenn n'eo ket bet losket : aer, dour, sodiom.
Treloskoù gremmek evel strilheoul pe c'hazeoul a vez arveret peurliesañ, abalamour d'ar feur uhel etre ar galloud hag ar pouez, a zeu eus ar c'hementad a c'hremm a zo en treloskoù kondon graet diwar direoul. Lod kefluskerioù dre enleskiñ a chom difiñv, evit kenderc'hañ tredan pe evit kas mekanikoù hezoug evel an treujerezioù ; an darn vuiañ anezho avat a vez implijet evit loc'hañ karbedoù war an douar, en aer pe war vor. Troellrodoù a vez kaset gant kefluskerioù dre enleskiñ pa vez ezhomm eus ur feur uheloc'h c'hoazh, en nijerezioù, ar biñsaskelloù, ar bigi bras hag ar ganerioù tredan bras.