Kolkida
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kolkida, pe Kolc'his (Jorjieg ha lazeg : კოლხეთი, ḳolc'hethi pe "ḳolc'ha" ; henc'hresianeg : Κολχίς, Kolkhís) a oa ur Stad[1],[2], ur rouantelezh hag ur vro[3], war aod ar Mor Du, e kornôg Jorjia[4],[5],[6],[7], he deus bet ur roll pouezus e savidigezh broad Jorjia[8],[9],[7].
Rouantelezh Kolkida a oa unvanet gant rouantelezh jorjian Iberia[10],[11]. Graet e vez Kolc'hisidi eus ar meuriadoù jorjian a boble aod reter ar Mor Du[12] gwezhall.
E gwengelouriezh Hellaz e oa Aietes ha Medea o chom e Kolkida. Eno e oa ar Maoutken aour a yeas Iason hag an Argonaoted da gerc'hat ivez. Soñjal a reer ivez e oa bro an Amazonezed marteze.
Hervez ar skrivagnerien e c'haller kompren e oa e Kolkida ur geoded-impalaeriezh trevadennet gant ar C'hresianed. Eus ar rouantelezh kozh-se e teu Jorjia a hiriv.