Lez-varn Etrebroadel
From Wikipedia, the free encyclopedia
Al Lez-varn Etrebroadel (Cour Internationale de Justice e galleg pe International Court of Justice e saozneg) a zo ul lez-varn bet krouet e mennad 92 karta ar Broadoù Unanet. E Den Haag (Izelvroioù) emañ he sez. Krouet eo bet e 1946, da gemer lec'h al Lez-varn etrebroadel peurbadus a oa bet aozet gant Kevread ar Broadoù[1]. Ar galleg hag ar saozneg eo an div yezh ofisiel implijet el lez-varn. Unan eus c'hwec'h aozadur pennañ ABU eo, hag an hini nemetañ a denn d'ar justis. Un aozadur peurbadus eo, ennañ 15 barner (dilennet evit 9 bloaz). Dilennet e vezont gant dileuridi an Emvod Meur hag izili ar C'huzul Surentez. Palioù al lez-varn eo ober war-dro ar c'hudennoù gwirel kinniget gant ar Stadoù, hag ivez embann he savboent diwar-benn kudennoù gwirel kinniget gant aozadurioù hag ajañsoù a zo grataet gant Emvod Meur ABU.