Louise de Keroual
From Wikipedia, the free encyclopedia
Louise Renée de Penancoët de Keroual[1] (1649-1734), dukez Portsmouth hag Aubigny, Breizhadez a orin, a voe pried-kleiz ar roue saoz Charlez II e-pad ur 15 vloaz, hag ivez toupinerez ar roue gall Loeiz XIV. Hervez Saint-Evremond: « gant ar seizenn en-dro da zargreiz an Dimezell a Geroual eo unanet Bro-Saoz ha Bro-C'hall ».